Eskemmoù keginerezh etre Breizhiz avamañ ha Breizhiz a lech arall.
Adal disul ha betag dimeurzh-mañ-za en em gavo 11 mestr-keginer àr un dro evit sevel meuzioù. 'benn disul e vo ur brezegenn e Pont-skorv get ar vistri-keginerion daet a vaez-bro èl Didier Corlou a zo ganidik ag an henbont mes hag a laboura bremañ e Hanoï e bro Vietnam. D'ar lun e vo un devezh eskemm lec'h ma labouro ar vistri daou ha daou dirak an dud. Jean-Paul Abadie, penn-keginour an Amphitryon en Oriant a vo get Dominique Ferchaud a labour e Le Caire en Ejipt. Ha gi o deus chwajet keginiñ an istri pe ar c'hevnid-mor get spisoù a-bep seurt. An aozadur Breizhiz ar Bed a zo perzh en darvoud-se savet evit ar wezh ketañ. Muioc'h a zisplegadennoù get Reun Allan, ag ar gevredigezh.