Pont-Abbad : skoazellañ Jerome Kerviel.
Jerome Kerviel, trader kozh ar bank Société Générale a zo bet ar sizhun dremenet e Menton, kerkent goude e zistro e Bro C'hall, pa 'oa o kantreal en Italia. Ar bigouter a zo bet kaset d'an toull-bac'h goude bezañ bet kondaonet da 3 bloaz a gastiz. E 2010 e oa bet tamallet da (g)Kerviel bezañ lakaet koll kazi 5 miliard a euroioù da Société Générale.
E Penn ar Bed eo stank an dud o souten paotr ar vro. Disadorn e oant bodet dirak ar bank e Pont 'n Abad. Reun Coupa, e penn kuzul-skoazell Jerome Kerviel, 'n eus respontet da c'houlennoù Katell Uguen.