Redadeg 2014 adal àrc'hoazh e Montroulez !
'Benn àrc'hoazh e loc'ho ar pevarvet redadeg evit ar brezhoneg e Montroulez.
Daet eo da vout un darvoud a-bouez evit razh an dud a ziwhenn ar yezh. Redet e vo noz ha deiz adal àrc'hoazh betag disadorn é tonet. 1500 kilometrad a ray an dro da gavout Groñvel. ar blez-mañ e vo tuet an obererezhoù doc'h tu an dud en oad a glask deskiñ ar yezh ha gober geti bemdez. Jean-Michel Sanner zo perzh en aozadur, lâret a ra deomp eo tost prest an traoù evit ar loc'hiñ 'benn àrc'hoazh. doc'h mikro Yaelle ar Mouël.