Roudour ha Chrysalide : ar brezhoneg hag an embregerezhoù.
An dud c'hour ac'h a da deskiñ brezhoneg a vez gant ar soñj da labourat en deskadurezh evit an darn vrasañ anê. Met lod all 'vat ac'h afe kentoc'h e bed an embregerezhioù. Evit se eo ret krouiñ liammoù ha hentañ anê. Ur gwir marc'had zo, dre ma c'hell bezañ dibabet embregerezhioù ma vez brezhoneg evit ma vo aezetaet labourioù zo. Gant Roudour, arbennig war ar stummadurioù brezhonek, ha Chrysalide, a degemer embregerien e Penn Ar Bed, zo lañset ur c'henlabour gant ar soñj-se. Cédric Laur, deus Roudour, a gont deomp pelloc'h. Gant TK.