en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5e30

Keleier 5e30

@@@Kendalc'h ar maered deus Bro Frañs@@@ Ouzhpenn c'hwec'h mil kumun ha tregont 'zo e Bro C'hall a-bezh. Arabat 'ta bezañ souezhet o c'houzout 'mañ bodet er mare-mañ etre 7 mil hag 8 mil maer - ha tud 'zo o labourat gante - 'ba Pariz evit kendalc'h-meur ar maered deus Bro Frañs. Digoret oa dec'h an emvod gant François Fillon. Selaouit ar pezh 'neus soñjet Jean-René Joncour deus prezegenn ar c'hentañ ministr. Jean-René Joncour, a zo maer Kore ha prezidant kevredigezh ar maered e Penn ar Bed. Selaouit ar pennad-koaz dre bellgomz @@@yalc'hadoù d'ar studierien@@@ Dale 'zo gant reiñ o yalc'hadoù d'ar studierien. Ha n'eo ket forzh peseurt dale peogwir eo krog ar bloavezh skol abaoe tost tri miz dija. Madalen, ur plac'h yaouank 'zo 'ba Skol an arzoù Kaer 'ba Brest a gont deomp pegen diaes eo d'ober hep an arc'hant-se. @@@Pladenn nevez Paskal Lamour@@@ Kendalc'h a ra ar soner Paskal Lamour gant e raktres tro dro d'ar Mandragore. Bloaz 'zo noa embannet ar muzisian, bet apotiker, ur levr kaer lec'h ma tisplege lod deus e anaouedegezhoù diwar benn ar plantaj. Da heul ar levr neuze e teu ar bladenn « Le chant de la Mandragore » er-maez. Selaouit ar pennad-koaz kaset da benn gant Yaëlle ar Mouel

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio