en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kendalc'h ar vaered deus Bro Frañs

Kendalc'h ar vaered deus Bro Frañs

Ouzhpenn c'hwec'h mil kumun ha tregont 'zo e Bro C'hall a-bezh. Arabat 'ta bezañ souezhet o c'houzout 'mañ bodet er mare-mañ etre 7 mil hag 8 mil maer - ha tud 'zo o labourat gante - 'ba Pariz evit kendalc'h-meur ar vaered deus Bro Frañs. Digoret oa dec'h an emvod gant ar c'hentañ ministr François Fillon. Lâret 'neus splann d'an dilennidi lec'hel / e ranke ar c'humunioù lakaat o dispignioù da zigresk. Klasket 'n eus digas ivez keloù mat d'ar maered o embann chiffroù war gresk war linennoù 'zo : ar postiñ arc'hant evit an ospitalioù da skouer pe, deus tu ar c'humunioù, ur gresk war an arc'hant roet gant ar stad evit kempouezhañ an talioù micherel diskaret. Selaouit ar pezh 'neus soñjet Jean-René Joncour goude bezañ klevet prezegenn ar c'hentañ ministr. Jean-René Joncour, a zo maer Kore ha prezidant kevredigezh ar maered e Penn ar Bed.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio