Ur priz rannvroel evit renabliñ ar milinoù paper 'zo aet gant "Au fil du Queffleuth et de la Penze"
Renabliñ ar glad 'ba Breizh. C'hwec'h kevredigezh 'zo priziet gant ar Rannvro 'vit o studioù hag o raktresoù. Renabliñ ar glad 'oa kroet 50 bloaz 'zo gant Andre Malraux, 'pa 'oa ministr ar sevenadur, 'vit lakaat war wel ar glad gant un interest sevenadurel. 'Ba rannvro 'eo fiziet ar garg mañ abaoe 5 bloaz bremañ. Roet 'zo 17 000 euros da bep kevredigezh 'vit kas he raktres da benn: "Lin et chanvre de Bretagne": "Glad ar Glenan"; "Mengleuzier Kreiz Breizh"; "An neud brodet 'ba Breizh" hag "Ar c'hoataj en Armorika".
Gant "Au fil du Queffleuth et de la Penze" emañ ar raktres renabliñ ar milinoù hag an uzinoù paper 'zo 'ba Breizh (war dro 130 anezho). Kroget eo an dud a youl vat hag an implijidi 'zo 'bar gevredigezh staliet 'ba Pleiber-Krist gant al labour mañ abaoe un nebeut bloavezhioù c'hoazh. Selaouomp François Bouget, pdt "Au fil du Queffleuth et de la Penze". Gant Erwan Blanchard.