Un abadenn e brezhoneg etre kozh ha yaouank e Kemperle
E penn-kentañ an abardaez 'oa kinniget un abadenn fent gant an dud-gour o teskiñ brezhoneg dre gentelioù noz e Kemperle. Kement-mañ 'oa kaset a-benn da-geñver sizhunvezh ar brezhoneg a vez dalc'het evit ar c'houlz. Dirak skolidi Diwan o deus arvestet ar re vras. Kaoz 'zo bet deus an amzer fall, deus ar pendologed, deuet eo Katell Skubell hag an Hudourig Brell d'ober o reuz ha kontet 'zo bet ivez un istor karantez iskiz etre ur briñsez hag ur ranig.
Selaouomp Denise Le Franc, 80 vloaz anezhi, bet o kas an abardevezh gant skolidi Diwan Kemperle.