Dilennadegoù-kêr e Landivizio : Teir listenn a vo war ar renk
Teir listenn 'vo war ar renk 'ba Landivizio da geñver eil tro an dilennadegoù kêr. E plas kentañ gant un nebeut mouezhioù muioc'h 'vit Laurence Claisse, kentañ eil maer 'ba Landi eus an tu dehou, eo en em gavet al listenn kaset gant Jean-René Kerrien. E trede plas emañ listennad Marguerite Bleas 'zo en tu kleiz. Tomm 'vo an traoù etre o div listennad kentañ: tost tre an eil ouzh eben. Listennad Jean-René Kerrien 'zo didu met savet gant tud 'zo a-enep d'ar raktres sevel ur greizenn d'ober tredan gant gaz. Selaouomp Marie-France Beton 'zo e podervet plas war al listenn. Gant Erwan BLanchard.