Cheu etre ar besketourien ha Greenpeace
Abaoe miz Here e klask Greenpeace cheu d'ar chaluterien a zo o trapañ an ton gwenn er Mor Iwerzhon. Klask a ra an ONG lakaat Bruxelles da zifenn trapañ ar pesked gant rouejoù stlej don.
Tri chaluter breton zo bet arsailhet, daou deus deus ar Scapêche en Oriant (Intermarché perc'henn), hag unan deus Delhemmes, staliet 'ba Konk-Kerne. Dañjerus tre oa an argadenn evit ar besketourien bewech. Ha dreist holl, hervezo, direizh war ar foñs ha war ar mod d'ober. Kondaonet int bet an ekologourien gant dilennidi ar vro ha komite Breizh ar beskerezh. Ar besketourien war o leve ivez a lak o mouezh da vezañ klevet. Selaouit Michel Jaffrezic, ezel eus sindikad CGT ar besketourien 'ba Konk Kerne