Serj Moelo, dilennet maer Silieg en-dro.
E bempvet respet e vo, ar pevarvet get ar garg a vaer. Ur listennad a oa àr ar renk hepken er barrez m'eh eus pevar c'hant hanterkant a dud é chom. Unnek kuzulier a zo bet dilennet en dro getañ get ouzhpenn 80 dregant ag ar mouezhioù. Laramp eh eus bet 74 dregant a dud hag a zo bet é vouezhiñ. Selaouamp santimant Serj Moelo neuze hag e raktres evit Silieg.