Piv vo e penn ti-kêr Kemper?
Tenn eo ar jeu e Bro Gerne evit tro gentañ an dilennadegoù-kêr. E Kemper e c'hellfe ar maer PS Bernard Poignant koll e blas dre ma teu Ludovic Jolivet trec'h gant kazi 30% deus ar mouezhioù. Al listenn "Osons Quimper !", strollet gant an UMP a c'hellfe neuze merañ kêr Kemper 'benn ar sizhun a zeu, met strizh eo ar c'hoari gant 350 mouezh hepken o tispartiañ an daou zen war ar renk.
Katell Uguen a oa e Kemper dec'h da noz. Selaouomp he c'helaouadenn.