Ul listennad 'vo Plouvien hepken!
'Ba Plouvien, ur gumunn gant 3600 annezad, 'vo ul listenn, hepken, war ar renk 'benn disul.. 'Vit an trede gwech eus renk. Sioul an traoù 'ba kêr Blouvien. Sur eo ar skipailhad renet gant ar maer Kristian Kalvez bout dilennet en-dro, 'vel just! Savet eo gant tud a bep seurt tu politikel. Massen eo 'blam da se 'vo dilennet Kristian Kalvez 'vel se. Selaouomp, René Montfort, eil maer e-karg eus ar sevenadur. Gant Erwan Blanchard.