Lañset eo ar prantad pesketa dluzhed
Abaoe ur sizhun c'hall pesketourien mont war bord ar stêrioù 'vit klask tapout dluzhed gant o gwalennoù. D'ar poent mañ 'vez pesketaet gant teknik "al loa" dreistholl. Raymond Lever, pesketour abaoe muioc'h evit 50 vloaz, 'ya teir gwech ar sizhun mont da glask dluzhed. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.