Dallas Buyers Club
DALLAS BUYERS CLUB
Ur film sevenet gant : Jean-Marc Vallée (2014).
Gant : Matthew McConaughey, Jennifer Garner, Jared Leto.
Lod a chelaouerion Radio-Bro-Gwened a lâro ne ran nemed roiñ mel d'ar filmoù a brezantan deoc'h beb sizhun a-c'houde ouzhpenn ur bloaz dija. Ya, daw eo din anzav ne glaskan ket moned da weled ar pezh a c'hellehe boud ur c'holl-amzer. Ha ne chañchin ket ar sizhun-mañ c'hoazh, rag interesuz braz em eus kavet ar film amerikan-mañ.
Ur film diwar-benn ar sida eo, ar sida bevet gant an dud hag ar strivoù a ra an dud-se evid en em dennañ a-zindan krabanoù an Ankoù, pand int en arvar a goll o buhez fonnabl. Ha gwelet e vez fasoù liessort an Ankoù just a-walc'h. An Ankoù hag a c'hell boud ar re karget a gavoud hag a fabrikañ ar remedoù adaz, ar re karget sañset a warantiñ ar re glañv. E gwirionez e c'hell an dud-mañ boud sotoc'h gant ar segal a c'hellint rastellad en afer kentoc'h eged gant yec'hed ar re glañv. An Ankoù c'hoazh ar vedesinourion prest da heuliañ alioù tud ar laborvaoù : prest int da gemenn d'o fasianted ar remedoù kenniget netra nemed evid gounezañ ur veaj d'ar Seychelles pe m'oar-me. Rag evel-se e yae hag a ya c'hoazh sur a-walc'h an traoù e bed labourerion ar yec'hed : argant- zo ba'r jeu, ur bochad argant, ha kalz ne vern evid lod ar pezh zo a-dreñv, drougoù, poanioù, buhezioù, adal ma vo tu da rastellad ar muiañ posubl ag ar blankoù-se. An Ankoù c'hoazh tud ar melestradur amerikan, an FDA, Food an Drug Administration, hag a chom stag douzh e lezennoù graet re liez evid mad industri an apotikerezh, kentoc'h eged soursial douzh yec'hed ha konfort ar sitoaianed. Stank eo an erered, stank eo ar morvleidi é troiñ tro-dro d'ar paourkaezh den klañv, é c'hortoz n'eo ket e varw, mez é c'hortoz kentoc'h ma pado gant e zroug, rag tra ma vo béw e klasko bévañ c'hoazh ha dispign e ziwezhañ blankoù evid chomel béw un tammig pelloc'h c'hoazh... ha gling-gling a ra ar blankoù pa gouezhont e sac'h e vadoberourion gamm !
Ha ken du-se ema ar wirionez ? Euruzamant ne vez ket ataw evel-se, mez ya, ken du-se ema, meur a wezh d'an nebeutañ, er Frañs zokén, meur a skandal zo bet ha nend an ket d'o menegañ amañ. Komz a ra ar film a stourm un den evid en em soagnañ e-hunan-penn, pa glask ar vedesinourion hag ar melestradur parraad doutañ ag henn ober. Daw e vo dezhañ kuitaad ar vro evid boud remedet hervez e c'hoant, ha klask dre ar bed a-bezh evid kavoud ar remedoù mad d'e yec'hed-eñv ha mad ive da yec'hed e gensorted.
Istoer un den e-kreiz e vuhez eo, ur sort bugul-saout, ur sort cow-boy bil-ebed, disoursi-kàer, dedennet muioc'h gant ar merc'hed eged gant ar labour. Seks, dramm ha rodeo, setu e vuhez dindan tri ger. Pa oa bet lâret dezhañ ne chome nemed tregont deiz dezhañ da vevañ, setu chañchet e vuhez penn-da-benn. Dre veur a stad e tremen : ar gounnar, an dristez, an digalonekaad. Mez kreñvoc'h eo e c'hoant-bevañ c'hoazh eged e c'hoant da sujañ douzh ar pezh a soñj hag a lâr e vedesinourion. Dister e oa e vuhez, mez gant an taol-se ag e blanedenn e ta e vuhez da gavoud ster, hag ar ster-sen a ra he friz d'e vuhez nevez. Ha n'eo ket evitañ hebkén e stourm. Stourm a ra ouzhpenn evid e gensorted, kamaraded, kamaradezed pe tud dianav a-grenn. Beteg an termen diwezhañ e stourm eneb d'ar galloudoù ofisiel, ospitalioù, melestradur ha Stad evid gouarn e frankiz da choaz ar mod da voud pareet. Ar pezh a seblant boud un droed normal n'eo ket unan e gwirionez. Tud zo a oui gwell evidoc'h ar pezh a vo rit deoc'h lonkiñ, pesort produioù a vo boutet en ho korf e-sigur roiñ yec'hed deoc'h en-dro, pa vez evid gwerzhañ marc'hadourezhioù da gentañ-rac'h. Ne vez ket rannet ar frankiz. Pa grog ar frankiz da voud krignet gant un dra bennag e vo krignet emberr gant un dra arall ha neuze, a dammig da dammig, e vo debret ar jao gant ar bik...
Ya, redit da weled ar film-se, bet savet diwar buhez un den, ur gwir zen, Ron Woodroof e hanw, chomet en e sav evel den beteg an termen diwezhañ. Gant tud a-sort-se e c'hell an esperañs chomel yac'h en hon kevredigezh c'hoazh. Hag ur muzik ag an dibab a glevoc'h, ouzhpenn kement-se...
Jean-Claude Le Ruyet.20140313a.65C.