en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ar garta Ya d'ar Brezhoneg a zo bet sinet get ti-kêr an Ignel

Ar garta Ya d'ar Brezhoneg a zo bet sinet get ti-kêr an Ignel

Ar garta Ya d'ar Brezhoneg a zo bet sinet get ti-kêr an Ignel, er vro pourlet. 8 ober a zo bet dibadet gete èl lakaat brezhoneg àr paperioù an ti-kêr dre skwer pe skrivañ anvioù ar ruioù e brezhoneg àr ar panelloù. an dra-se oa bet kroget e-raok ur sort ha pezh deus lakaet kuzulierion an Ignel da vonet pelloc'h ha bout heuliet get Ofis publik ar brezhoneg. Pezh a vanka hiziv an deiz eo ur skol diwyezheg evit ma vo treuskaet ar yezh d'ar re vihan, peogwir deus ket hani c'hoazh er vro pourlet. Yaëlle ar Mouel oa dec'h en Ignel evit ar sinadur ofisiel. Bet eo é taremprediñ get Mael Grainic, Gwendoline Ivikenn ha Monique ar Boulc'h, Igneliz anezhe.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio