àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

FOSTER THE PEOPLE "Torches" (2011) 1/4

FOSTER THE PEOPLE "Torches" (2011) 1/4

A Galiforni, a L.A. e ta ar strollad Foster The People, 'menn oa bet krouet e 2009 ged Mark Foster (kan, klawier, kitar ha perku), Mark Pontius (batri ha perku) ha Cubbie Fink (kitar boud). Àr ar leurennow eh eus ohpenn Sean Cimino hag Isom Innis. E 2011 e embannant o albom kentañ-toud, Torches, en ur stil pop-rock-elektro. E mis Genver o doa kenniget dija ar single kentañ, "Pumped up kicks", dàet da voud un hit a-houde, ha diskoueziñ a rae, en araog, ur son plijus-bras, efedus, ha savet ewid hor lakaad da zañsal d'ar liessañ (ged "Call it what you want" pe "Waste" ema red fichal ataw). Tapennow soul, psykedelik, pe power-pop, kasset da benn ged Paul Epworth (Boc Party, The Rapture) ewid un disoh ag ar re wellañ. Ged un albom kentañ ema diaes da lâred ma paday pell ar strollad Foster The People. Pezh so sur, ema ur souezhadenn vraw o disk, profitamp anehoñ neuse, an heol a Galiforni a ray vad deomp a-dra-sur hed-a-hed hon Diskar-Amser ! JULIEN CLERC "Hôtel des caravelles" in CDsingle (2011 . EMI) Amañ lehienn ofissiel Julien Clerc. THE RAPTURE "Sail away" in In the grace of your love (2011 . MRI) Un nebeud titourow a-zivoud The Rapture àr o lehienn. NICOLA ROBERTS "Lucky day" in Cinderellas' eyes (2011 . A&M Records) ASAF AVIDAN & THE MOJOS "Poor boy" in Poor Boy / Lucky man (2009 . Columbia) Kit da visitiñ lehienn Asaf Avidan, talvoud a ra ar boan mont da furchal banehi, ha dreist-oll barzh e ziskow... MARIANNE FAITHFULL "Past present future" in Horses and high heels (2011 . Naïve) FOSTER THE PEOPLE "Pumped up kicks" in Torches (2011 . Columbia) Ewid moned pelloh ged Foster The People : o lehienn ofissiel e galleg hag e meur a yezh, pe hoazh iwe o fajenn MySpace, ewid un nebeud toniow da selow hag an abadennow-koñsert.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio