en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Emañ Gwened antifa frew é klask nullañ friko ar C'hanon français!

Emañ Gwened antifa frew é klask nullañ friko ar C'hanon français!

Seul taol ma vez raktreset ur friko get ar C’hanon français e sava reuz !

Rebechet e vez dezhe bout ag dehoù pellañ ha finanset get Pierre-Edouard Stérin, ur miliardaer a faota dezhon lakaat ar strolladoù get ar mennozhioù politikel-se d’ar galloud.

Da gentañ e oa sañset bout graet ar pred e Kemper, met difennet eo bet get prezidantez an tolpad-kêrioù, Isabelle Assih ag ar PS. Divizet o deus neuze aozerion ar chervad monet da Wened ar 5 a viz Kerzu.

Met n’eo ket a du lod e Gwened naket e vehe degemeret ar friko bras. Ur galv da vanifestiñ a enep d’ar C’hanon français a zo bet savet get ar Gwened Antifa Crew. Selaoump JB a zo perzh eus ar stroll.

Ar vanifestadeg a vo ar 5 a viz Kerzu da 10e30 e bali ar rezistañs e Gwened.

Div sinadeg a zo bet savet evit goulenn get ar maer ha get an embregerezh a ra àr dro ar sal, nullañ chervad ar C’hanon français : unan get strollad ar re C’hlas a vro Wened hag unan get tud é chom er vro.

Un atersadenn get Aodren Trehin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio