Keleier ar vro d'ar Meurzh 10 a viz-Du 2026
Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier ar mintin-mañ.
Dañjerus e vefe ar gaz lakrimojen evit yec'hed ar merc'hed.
Kalz a c'haz lakrimojen a vez taolet war an dud gant ar CRSed e-pad ar manifestadegoù daou viz 'zo bremañ. Lod merc'hed o deus poan goude bezañ bet o vanifestiñ ha darn deuzhouto eo deuet o amzerioù en avañs. Selaouomp May, ur studierez eus Brest, bet o vanifestiñ d'an 17 a viz-Here.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
Ur c'hazetenner skoet warnañ gant ar boliserien.
Lionel Bonis a oa o sevel reportajoù e Roazhon d'ar 5 a viz-Du e-pad ur vanifestadeg. Poliserien o doa lopet warneñ gant o fennoù-bazh. Selaouomp anezhañ.
Un atersadenn gant Anton Burel.
Ha da glevet er c'heleier ivez :
Marv eo Michal Oksinki
Komañset eo ar C'hop 31
Keloù deus ar "c'hoñferañs sokial" e Matignon
Un devezh-grev all el liseioù
Prosez Kévin Escoffier
Izel eo an dour er poulloù freatek