àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

150 a dud e Kemper a-enep ar serradeg klasoù

150 a dud e Kemper a-enep ar serradeg klasoù

3256 post kelenn a vo dilemmet en distro-skol e skolioù, skolajoù ha liseoù publik Frañs a-bezh. Hag ouzhpenn 400 post a vefe serret e rannvro Breizh : an hanter en deskadurezh publik hag an hanter all en deskadurezh katolik. Un devezh harz-labour a oa aozet hiziv gant ar sindikadoù a-enep d'ar raktres-mañ. Un digresk demografel a zo e Frañs hag e Breizh, met n'eo ket un abeg evit tennañ kement a bostoù en deskadurezh Stad evite. C'hwec'h manifestadeg d'an nebeutañ a oa bet dalc'het hiziv e Breizh. Yannig Laporte, skoazeller-skol (AESH e galleg) e skolaj Diwan Kemper, a oa deuet da embann e fulor plasenn ar Rezistañs ar mintin-mañ...


Yannig Laporte, skoazeller en eil derez ha Bernez Rest, eus UDB Kemper, a zo bet klevet ganeoc'h.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio