150 a dud e Kemper a-enep ar serradeg klasoù
3256 post kelenn a vo dilemmet en distro-skol e skolioù, skolajoù ha liseoù publik Frañs a-bezh. Hag ouzhpenn 400 post a vefe serret e rannvro Breizh : an hanter en deskadurezh publik hag an hanter all en deskadurezh katolik. Un devezh harz-labour a oa aozet hiziv gant ar sindikadoù a-enep d'ar raktres-mañ. Un digresk demografel a zo e Frañs hag e Breizh, met n'eo ket un abeg evit tennañ kement a bostoù en deskadurezh Stad evite. C'hwec'h manifestadeg d'an nebeutañ a oa bet dalc'het hiziv e Breizh. Yannig Laporte, skoazeller-skol (AESH e galleg) e skolaj Diwan Kemper, a oa deuet da embann e fulor plasenn ar Rezistañs ar mintin-mañ...
Yannig Laporte, skoazeller en eil derez ha Bernez Rest, eus UDB Kemper, a zo bet klevet ganeoc'h.