àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 14 a viz Meurzh 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Gwener 14 a viz Meurzh 2025

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

E-kerzh an hañv tremenet ‘oa bet serret ar puñsañ dour da bourveziñ ul lodenn eus an tiez ‘ba Rostren ha ‘ba Plougernevel. Diskoachet zo bet molekulennoù PFAS betek teir gwech re ‘ban dour ‘oa sañset da vout mat da evañ. E 2017 ‘oa bet merzhet ar gudenn dija met ne ‘oa ket bet embannet an dielfennadurioù daoust dezho bout publik. Met evit Alain Gwegen, maer Plougernevel ha kuzulier departamant 22, ‘oa ket bet disklaeriet fraezh a-walc’h pegen dañjerus a c’halle bout evañ an dour-se. Emañ gant Erwan Blanchard.

Dec’h, e lezvarn melestradurel Roazhon, ‘zo bet kaoz eus ar sistem yec’hed er vro. 29 di-kêr ‘oa galvet dirak ar justis da displego perak neuint kemeret diferadoù (des arrêtés) da rediañ ar Stad da reiñ ar peadra a vanka d’ar sistem yec’hed e Aodoù an Arvor. Astennet ‘oa bet an diferadoù-se gant ar justis d’ar mizvezhioù paseet, met graet noa ur pezh mel trouz. Gant al lezvarn 'vo divizet ma vint nullet da vat pe get. War ‘r blas ‘oa Gael Roblin, a lâro hiroc’h dimp.

Kaoz e vo ivez eus :

- ar brezel etre Rusia hag Ukraina

- bonreizh nevez Siria

- ar brezel en Gaza

- luskad liseidi Diwan Karaez

- Stad C'hall dindan gwask ar justis en afer ar bezhin glas

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio