àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 13 a viz Meurzh 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Yaou 13 a viz Meurzh 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Ul levr evit reiñ da anavezout ar brezhoneg e Galiza

Diaes deskiñ yezhoù all diwar ar galisianeg. Setu perak eo bet embannet un nebeud mizioù zo gant Neal Baxter, kelenner e skol-veur e Vigo ha troer, ul levr anvet « Brezhoneg : A lingua Celta de Bretaña »

Arzourien.ezed an Taol Lañs a vo ambrouget gant an Novomax

Dalc'het a vez ar gouel-se bep daou vloaz e-pad Gouel Broadel ar brezhoneg. Sikour a ra arzourien hag arzourezed a ra sonerezh a-vremañ e brezhoneg; an arzourien a vicher koulz hag ar re a vefe o kregiñ ganti. Er bloaz-mañ c'hoazh e c'hello ar strollad a c'hounezo an Taol-lañs bezañ ambrouget gant sal an Novomax e Kemper. Muioc'h a zisplegadennoù gant Anais Scornet, kargadez a ziorren e Gouel Broadel ar Brezhoneg.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- 20 den a zo bet gloazet dec'h gant ar polis e Arc'hantina e-kerzh ur vanifestadeg

- War ziskar emañ Ministrerezh an deskadurezh er Stadoù-Unanet

- 85 testeni feulsterioù a zo bet dastumet gant strollad skolidi kozh Sant-Pêr er Releg-Kerhuon

- Livadurioù a zo bet graet war mogerioù ti UDB Roazhon gant ar Vrigadenn Albert Poulain

- Mirout a raio ar vraserezh "Lokorn" he anv

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio