Keleier ar vro d'al Lun 24 a viz Fere 2025
Ar strollad eus an tu dehou pellañ, an AFD, en deus serret 20% eus ar mouezhiou
Dilennadegoù parlamantel a-bouez zo bet dec’h en Alamagn, a-bouez ivez evit dazont politikerezh Europa, ken pouezhus eo ar vro en Unvaniezh. Trec’h eo an tu-dehoù, gant 28 % eus ar votoù zo aet gant ar CDU-CSU. En eil plas, eo en em gavet an tu-dehoù pellañ faskour AFD, gant 20 %... kazi div wech muioc’h evit an dregantad noa tizhet en dilennadegoù diwezhañ. Fall eo ar jeu eus tu Olaf Sholz hag e strollad tu kreiz SPD, neus digresket kalzig, gant 16 % hepken. Pas pell neuze eus strollad ar re c’halz, neus dastumet 12 % eus ar mouezhioù. Hag ur souezhadenn memes tra : ouzhpenn an tu dehoù pellañ ‘zo aet war gresk : strollad an tu kleiz Die Linke neus graet berzh da geñver an dilennadegoù paseet, gant 9 %. Strollad muiañ karet ar re yaouankañ eo deuet da vezañ en Alamagn, hag e linenn bolitikel a oa sklaer : enep-krenn ar faskourien. Kar, gwir eo, gant an AFD emañ o tistreiñ mennozioù faskour ha neo-nazi da vezañ dasparzhet er vro. Hiroc’h gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Konto brezh'neg a oa bet graet dec'h 'ba Mel-Pistien!
Dec’h, e Mael-Pestivien, ‘zo bet toullet kaoz en brezhoneg ba’n ostaleri kreiz ar vourk. Ha leun oa ar sal ! Evit ar wech kentañ e vije aozet un arbardevezh da vodañ tud ar vro ouzh taol da gaozeal sames en o yezh, pe vefent bet soubet barzh pa oaint yaouank pe vefent c’hoazh o teskiñ. Evel Lena ha Jean, ‘zo o chom en Mael Pestivien. Met da gentañ vo klevet Fañch, ‘zo deuet a-ratoz kaer eus St-Ijo... Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe ar Berr.
Da glevout ouzhpenn 'bar c'heleier:
Roet eo lañs da brosez ar pedophil Joel Le Scouarneg hudu
Tri bloaz zo 'oa komañset ar brezel gant Russia ouzh Ukrena
Gouarnamant Izrael en deus nac'haet dieubiñ 600 prizoniad Palestinian
N'emañ ket an holl a-du a vo digresket nerzh gouleier tour-tan ar C'hreac'h 'ba Enez-Eusa
Kampionezed Frañs Atleterezh en diabarzh eo Agathe Gwilhamot (1500 m) ha Clara Liberman (800 m) eus kleub HBA Roazhon
Badminton Top 12: Strasbourg-Rostren: 4-4
Rugbi Top 14: trec'h eo bet RC Gwened un trede gwech eus renk. Gwened-Montpellier: 37-24