Peseurt plas gant ar brezhoneg 'ba embregerezhioù Kreiz-Breizh?
Dec'h 'oa un emvod e Karaez da bledal gant plas ar brezhoneg en embregerezhioù e bro kornaoueg kreiz Breizh, ha plas ar yezh en ekonomiezh dre vras. Meur a zen 'oa bet o reiñ e desteni, Malo Bouessel Du Bourg, rener "produet e Breizh"; Denis Pichon, prezidant pennrener an embregerezh Askorn medical, pennoù stalioù all, DAO hag Ofis publik ar Brezhoneg. Ar goulenn pennañ 'oa kas goût petra 'tegas ar brezhoneg ouzhpenn en ekonomiezh. Patrice Marquand zo e bodad ar sevenadur e bro kornaoueg kreiz Breizh, lâret 'ra deomp penaos 'oa bet roet lañs d'al labour. D'e heul 'vo klevet Fulub Jakez, rener Ofis publik ar brezhoneg. Gant Tudual Karluer.