àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 24 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 24 a viz Gwengolo 2024

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

 

Ar muiañ niver absolut gant Loig Chesnais-Girard

Tri guzulier doc’h an tu kreiz ‘zo aet a-du gant strollad sokialour Loig Chesnais Girard, peadra da dont da vezañ sames ar strollad muiañ niver. Setu bremañ ar muiañ niver absolut gant ar prezidant, ha tri guzulier ha daou-ugent diwar an tri ha pevar-ugent ‘zo en holl. Aterset eo bet Paol Molac, 'zo er strollad muiañ niver, gant Anton Burel.

Un ti gouestlet da Diwan ha d'ar brezhoneg e Kemper

Abaoe an distro-skol e c'hell an dud yaouank hag ar skipailh kasourezed ha kasourien a ambroug anezho kousket c'hwek ha dinec'h, nepell eus ar skolaj. Hag ouzhpenn skolajiadezed ha skolajidi Diwan e tegemero ar savadur ti ar Brug ur sammad kevredigezhioù a labour tro-dro d'ar brezhoneg. En o zouez Ti ar Vro Kemper, Kevre Breizh, dielloù KEAV, pe c'hoazh reoù kreizenn ar geriaouiñ. Ur vagouri e brezhoneg a c'hellfe digeriñ el lec'h-se ivez.

Kaoz e vo ivez eus :

- Ar brezel oc'h en em gavout en Liban

- Ar jeu stenn e Kanaky, d'an deiziad m'eo bet aloubet ar vro gant Stad C'hall er XIXvet kantved

- Ur prezidant eus an tu kleiz en Sri Lanka

- Kreizenn EDF Kordevez (Cordemais) a c'hallfe bezañ serret a-benn 2027

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio