en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 13 a viz Kalan-gouiañv 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 13 a viz Kalan-gouiañv 2026

Kinniget eo bet an doereioù get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

E Argol he deus Anna Jouin ur vagerezh gwez-frouezh peizant, abaoe 2023, anvet « Gwez » just a-walc'h !

600 gwezenn a vo gwerzhet geti ar blez-mañ : gwez avaloù, pêr, kerez, pechez, kastrilhez... Pep hini a gavay e lod. Hag emañ mare ar plantañ é tostaat, emezi. Mard oc'h dedennet da ouiet hiroc'h àr ar gwez a gaver e magerezh gwez-frouezh Anna Jouin pe ma faota deoc'h prenañ unan zoken, e c'hellit kaouit ur yoc’h titouroù dre he lec'hienn internet « pepinièregwez.fr ». Hag adalek miz An Azvent, miz Kerzu e vo gwerzhet gwez ar c'houlzad geti.

Ur pennad-kaoz get Metig Jakez-Vargas.

N'eo ket achiv an adlodennañ pe ar remembrement e Breizh avat : kalz kleuzioù a vez freuzet du-mañ du-hont atav, kilometradoù bep plez.

Hag an dra-se ne blija ket d'an holl ! Evit enebiñ doc’h an distrujoù-se 'zo bet krouet meur a strollad e Penn-ar-Bed hag e Aodoù-an-Arvor, « Kleuzioù » o anv. Unan ‘zo bet krouet ur miz 'zo e Boneur e Menez Are. Kar er barrez-se n'eus ket 'met ul labourer-douar ken ha kleuzioù a vez foeltret geton. Evit gwareziñ ar re a zo chomet en o sav eo bet krouet ar strollad « Kleuzioù Boneur ». Selaouomp Gérard Gwenn, unan deus ar re o deus savet ar stroll.

Un atersadenn get Benjamin Bouard.


Da glevet ivez er c'heleier:


-Klemm en deus savet Jordan Bardella a-enep da X evit « implij dielloù faos » da geñver enklask Mediapart.

-Harz-labour hollek a vo ar 17 dimeurzh é tonet.

-Anvioù tud brudet ag an tu kleiz a zo bet kavet e ti Kevin Tessier, paotr ar gwalldaol e Trappes ha La Verrière.

-Ul lodenn a lenn Jugon a vo goulliet evit pourveziñ ar stankell dour mat da evet e Pleven.

-Lod 'zo a-enep d'ar raktres brasaat aquarium Sant-Maloù.

-Doereioù a Hent ar Rhum: Dec’h eo arriv Boris Herrmann en 2vet plas àr podium ar bagoù Imoca, hag Élodie Bonafous en 3vet plas. Damien Seguin, er 1añ plas er rummad Vintage Multi.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio