àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Treizherien soñjoù

Treizherien soñjoù

N'eus ket ar memes brezhoneg ganeoc'h ! N'eo ket aes atav en em gompren etre ar vrezhonegerien a-vihanig hag ar vugale 'zo o teskiñ ar yezh 'ba skol... Abalamour d'an dra-se oa bet lañset c'hwec'h bloaz 'zo ur programm gant Kuzul departamant Penn ar Bed ; ur programm anvet « Klaskerien ha treizherien soñjoù » evit lakaat ar re gozh hag ar vugale deus ar skolioù brezhoneg, da gomz 'sames. Ha deskiñ an eil d'egile. Hiziv eo bet roet lañs d'ar seizvet dalc'h gant Maryvonne Blondin, kuzulierez-veur. Klasket 'vo lakaat muioc'h mui a diez-retret 'barzh ar jeu ; muioc'h a diez-kêr ivez. Met deomp en dro war an diviz 'zo e kreiz « treizherien soñjoù » : n'eo ket penn da benn ar memes brezhoneg 'zo komzet gant ar vugale ha gant ar re gozh, met pep hini a c'hell ober skrivoù a 'lavar an departamant. Deus he zu, ne blij ket da Gwenola Sohier Ropars, ensellerez an deskadurezh stad war ar brezhoneg, klevet « n'eo ket memes brezhoneg » !

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio