An tu dehoù pellañ e Breizh : Strategiezh strolladoù an tu dehoù pellañ gall e Breizh (2/3)
Ar suhun-mañ e kinnigamp deoc’h da selaou atersadennoù diàr-benn an tu dehoù pellañ e Breizh. Dec’h hon eus lakaet ar gaoz àr ar strolladoù faskour e Bro Gwened. Hiziv e vo lakaet àr wel strolladoù an tu dehoù pellañ gall a implija Breizh evit brudañ o ideologiezh faskour … Ha peseurt strategiezh vez lakaet e pleustr gete er vro.
Erwan Chartier neus skrivet ur levr anvet « Callac de Bretagne, ou les obsessions de l’extrême droite françsaise ». Ar lerv-sen zo bet embannet goude ma oe savet feulsterioù ha manifestadegoù get an tu dehoù pellañ e Kallag enep ur raktres da zegemer divroidi aveit lakaat buhez en dro er bourk. Gourdrouzet eo bet Erwan Chartier, penn redaktour, hag e c’hazetenn, Le Poher.
Komz a ra Erwan Chartier genamp ag ar startegiezh savet get an tu dehoù pellañ vez implijet e lec’hioù arall, e Sant Brevin da skouer… Lakaet oe tan ha distrujet oe ti an aotrou maer, ur blez’zo.
Selaommp ar gazetenner dorthu, diàr-benn « metodologiezh Kallag ».
Un atersadenn get Yuna Kojan.