àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 14 a viz C'hwevrer 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 14 a viz C'hwevrer 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

Un devezh evit skoazellañ ar re yaouank da gavout labour e-pad an hañv

Degemer, hentañ ha skoazell ar re yaouank eo kefridi ar BIJ, Burev Kelaouiñ ar yaouankiz ‘ba Brest. Aozet ur forom micherel eno da sikour ar re yaouank da gaout ul labour e kerzh an hañv. ‘Benn dimerc’her, d’an 20 a viz Meurzh, e vefont lakaet e darempred gant renerien stalioù war meur a dachenn ‘vel ar buheziñ, an agro boued, al labour-douar pe c’hoazh degemer an douristed. . Patricia Le Grand-Peoc’h ‘zo kuzulierezh ‘bar BIJ…

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.

 

Gouestlet e vo un heuliadenn skinwel da beñse ar Bugaled Breizh, a oa c'hoarvezet 20 vloaz 'zo...

Filmet eo er Gelvenneg ha “37 secondes” eo anv ar stirad avo skignet war Arte hag HBO. Sevenet eo gant Laure de Butler. Madeleine Guillot a labour war an heuliadenn evit tutañ ledaktourien ha ledaktourezed. Rak ouzhpenn 600 dioute a vo tutet evit an heuliadenn !

Ur pennad-kaoz gant Marianne Vaidie

 

 

Da selaou ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

- 12 300 bugel a zo bet lazhet e bandenn Gaza dindan 4 miz

- Dasparzhet e vo digoust produioù adimplijapl evit an amzerioù e Kataluña

- Krouet e vo strolladoù dre live er skolaj evit ar c'hentelioù galleg ha matematikoù

- Klevet eo bet Vincent Bolloré dec'h gant bodad enklask ar parlamant war dasparzh ar frekañsennoù skinwel

- Evit ar wech kentañ e vo kaset sper eus ur rannvro d'eben gant ar bankoù sper

- Dalc'het e oa lid prizioù dazont ar brezhoneg dec'h e Naoned

 

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio