àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur gartenn bed en mil tamm

Ur gartenn bed en mil tamm

Daou viltamm e brezhoneg nevez a zo bet embannet gant Bannoù-heol ! N'eo ket un taol-arnod ken evit an ti-embann e brezhoneg : e 2021 djia oa bet embannet ur miltamm gant kartenn Vreizh e brezhoneg, hag an oe graet berzh. Ar bloaz paseet eo ur miltamm gant ar broadoù keltiek hag a zo bet embannet gant Bannoù-heol. Ar bloaz-mañ eo kartenn ar bed hag a zo bet lakaet beuzzeul, ha n'eo ket en ur stumm mez e daou : unan evit ar vugale, 280 tamm anezhañ, hag unan evit ar re vrasoc'h, a ra... 1000 tamm ! Evel an daou re gentañ eo Mikael Bodlore-Penlaez, douaroniour anezhañ, an hini an eus savet ar c'hartennoù asambles gant Arno Elegoed, penn-braz Bannoù-Heol hag Herve Gwegen, selvij an anvioù-lec'h e Ofis Publik ar Brezhoneg deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.

An daou viltamm a goust 15 € ha 16 €. Gall a reer prenañ anezho war lec'hienn internet Bannoù-Heol, pe kavout anezho e pep stal sevenadurel a feson !

 

 

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio