àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar fest « Breizh a gan » vo dalc’het e Bro Gwened ar blez-mañ !

Ar fest « Breizh a gan » vo dalc’het e Bro Gwened ar blez-mañ !

Gouel bras ar c’han a-gor a yay da Wened d’ar sadorn 2 ha d’ar sul 3 a viz an Azvent. Ar gouel-se vez savet get Kanamp Breiz a zo ar c’hevredad a voda ar strolladoù lazoù-kanañ a Vreizh a-berh.

Lidet vo 41vet Breizh a gan e Gwened àr 2 devezh. Ar blez paseet oe aozet e Kastel-Paol. Tremen a ra bep blez Breizh a gan en ur gêr disheñwal… Aveit lakaat àr wel ar lazeù-kanañ ag un terouer.

Dalc’het vo Breizh a gan an dibenn-suhun keutañ a viz an Azvent. Disadorn vo un devezh-studi aozet e Ti ar vro Bro Gwened adal 2e30 goude merenn. Sonadegeù vo ivez adal 3e d'enderv ar sul, e Iliz veur Gwened. Kavit an holl titoureù àr lec’hienn kanompbreizk.org.

 

Youen Boulic, kenurzhier Kanamp Breizh doc'h mikro Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio