àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al lun 6 a viz Du - 8e30 beure

Keleier ar vro d'al lun 6 a viz Du - 8e30 beure

- Festival Deus 'ta ! e Brest

 

Trouz ‘neus graet ar festival ‘ba atalieroù ar Gapusined ‘ba Brest e kerzh an dibenn sizhun mañ. 26000 den zo en em gavet eno da geñver ar gouel bras zo e bal lakaat sevenadur Breizh hag ar brezhoneg war wel. Ur festival zo aozet 6 vloaz zo gant ar c’hevredigezhioù zo o labourat war an dachenn se ‘ba Brest ‘vel Sked, Diwan, Divaskell, Divyezh, Kreizenn an arzoù Pobl, Skol Gouren Brest ha Ti ar vro Landerne-Daoulaz. Dindan ar 5 bloaz tremenet ‘neunt aozerien Deus ‘ta ! toullet o hent ha savet ur gouel eus an troc’h kentañ ‘neus kavet e blas ‘ba Brest… Selaouomp Kristina Jegou, unan eus an aozerien...

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

- Erwan Konk a zo Kampion ar bed !

 

Un eil steredenn kampion ar bed zo war roched Erwan Konk ! Ar c’hoarier breton ‘neus gounezet Kip ar bed melldroad war gador ruilh un eil gwech eus renk e fin miz Here. ‘Ba Sidney, ‘ba Aostralia, eo a drugarez d’un trec’h war Bro-Saoz, gant ar pranatd penalti, ‘neunt kadarnaet skipailh Bro-C’hall hag ar breton int mistri war o sport. 

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE.

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

 

- Ur poent war ar Brezel e Gaza

- Korventenn Ciaran & Domingos

- Prosez e Montroulez a-enep sindikalourien al luskad sokial warc'hoazh

- Krogadoù an dibenn-sizhun e Lig 1 hag e Lig 2

 

Keleier embannet gant Anton Burel

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio