Dilennadegoù en Arc'hantina: ur gorventenn ouzhpenn
Ur sapre korventenn eo ar pezh a c'hoarvezh en Arc'hantina er mare-mañ.
A benn nebeut e vo eil tro an dilennadegoù prezidant. Sergio Massa & Javier Milei a zo àr ar renk. An hani ketañ a zo ministr an ekonomiezh er gouarnamant paset. An eil a zo un outsider ultra capitalist ag an tu dehoù pellañ. Patricia Bullrich a zo erruet en drivet plas e-pad an dro ketañ. Disklêriet he deus e fin ar miz e soutenehe Javier Milei. Roiñ a rahe tost ur c'hard ag ar mouezhioù ouzhpenn ma vot an dud ar pezh a vez aliet geti. Start bras eo an traoù en Arc'hantina a-houde pell, ken stoket ar vro goude kement a enkadennoù politikel, sokial hag ekonomikel.
Mara Cisera a zo 60 vlez, bevet he deus meur a brantad e buhez distabil ar vro. O chom e Breizh emañ abaoe 2020 met kenderc'hel a ra da heuliiñ ar pezh a c'hoarvezh enno.
Un atersadenn get Enora Molac.