àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Sinet eo bet live 2 ar garta Ya d'ar Brezhoneg gant Kumuniezh kumunioù Gorre ar Vro Vigoudenn

Sinet eo bet live 2 ar garta Ya d'ar Brezhoneg gant Kumuniezh kumunioù Gorre ar Vro Vigoudenn

Diriaou tremenet e oa bet sinet e Pouldreuzig eil live ar garta d'ar brezhoneg gant kumuniezh kumunioù Gorre ar vro Vigoudenn, a vod dek parrez. 17 ober a zo bet dibabet gant ar strollegezh ha pemp dioute a zo bet tizhet dija. Pouezañ a raio ar garta war ar banellerezh divyezhek ha dreist-holl war an deskadurezh, 'vel ma tispleg Alwena Lancien, kargadez diorren e Ofis Publik ar Brezhoneg ha Dominig Andro, maer Plovan.

Gant ar garta e ranko 40% deus skolioù ar c'humuniezh kumunioù kinnig un hentenn divyezhek. Tri bloaz a zo gant ar strollegezh evit tizhout palioù ar garta.

 

Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio