àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un devezh studi war ar pesketa hag an demokratelezh

Un devezh studi war ar pesketa hag an demokratelezh

Peseurt plas evit ar besketerien er mor… Setu tem ur c’hollok vo dalc’het a-bennarc'hoazh en Oriant, e-kerzh devezh bedel ar pesketa. Aozet ‘vo an devezh-se gant ar strollad « pêche et développement » ha skol-veur Kreisteiz Breizh, an UBS.

Er c’holok ‘vo pedet pesketerien, kar int zo e penn ar jeu, met ivez enklaskourien ha tud arbenniket war ar sujed. Tem bras ar prezegennoù ‘vo an demokratelezh hag ar pesketa. Peseurt plas evit ar besketourien en divizioù kemmeret war sujed ar mor ? Kar ar besketerion n’int ket o unan war an dour…Eno vez savet parkoù rodoù avel, pe dakadoù gwarezet da skouer. Met ne vez ket goulennet atav ali ar besketourien, hervez Alan ar Sann, ezel ar gevredigezh « Pêche et developpement ». Evitañ ema a-bouez lakaat ar besketourien e-kreiz ar jeu, evit sevel muioc’h a zemokratelezh…

 

Ar c’hollok « Ar pesketa, un dae demokratel » vo dalc'het er skol veur en Orian, a-bennc'hoazh adal 9e vintin. Padout a ray a-hed an devezh. Digoust eo. Komañs a ray an devezh gant ur pesketer eus Bro Senegal. Kontañ a ray ar stourm ‘oa en e vro etre ar besketourion enep un uzin da fardañ bleud pesked.

 

Un atersadenn gant Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio