àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pesort amzer da zont evit ar festoù-noz ?

Pesort amzer da zont evit ar festoù-noz ?

Diwar ar goulenn-mañ o deus un toullad tud komañset da ribotat o fenn e diabarzh ur bodad-labour bet lañset e Pondi e miz Even 2020, da heul ar c'hoñfinamant. Kevredigezhioù, muzisianed, kanerien, teknisianed bodet asambles evit ober kinnigoù a-benn degas en-dro ha kreñvaat brud ar festoù-noz. Emañ e sell ar gomision da vrudañ ha da gadarnaat ar sonerezhioù hengounel ba meur a lec'h sevenadurel, met ivez da gomz en anv bed ar festoù-noz ouzh an dilennidi, reoù ar Rannvro da gentañ-penn. Ha kentañ tra zo bet graet gant ar bodad eo krouiñ dindan tok ar gevredigezh Tamm Kreiz ur post-labour da sikour ha da guzuliañ an dud a aoza festoù-noz tañs-ha-tañs... Pennad-kaoz gant Tomaz Postig ha Marthe Vassallo.

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio