Abadenn ar Meurzh 22 a viz C'hwevrer
50 000 poupon a zo ganet re abred bep ploaz e Frañs. Bugale rakganet (prématurés) a reer ag ar a erru a-raog bout tremenet 8 miz e kof o mamm. Ur ganedigezh krouedur rakganet n'eo ket èl bout ur poupon kresket mat ha peurlipet betag 9 miz tamm ebet. Muioc'h a zisplegadennoù get Anna-Ael Maze a oa deuet da welet Morgane Bramoullé (Radio Kerne) evit displeg penaos e tremen ha petra eo labour ar gevredigezh Premasbreizh.
Muioc'h ivez hiriv a-ziàr ar choase e Breizh, get daou zen deus Tremargat: Job Jegou ha Dorig ar C'hras. N'o deus ket ar mem sell àr an traoù nag ar mem buhez, ha n'int ket ganet er mem bleadoù naken. Testenioù a gouezh just goude muntr ur valeerez yaouank e Kantal, get ur jiboeserez yaouank, a n'he doa ket gwelet e oa e tenniñ àr ur vaouez.
Renabliñ a ra ar levr Défense de cracher par terre et de parler breton barzhonegoù e brezhoneg & e galleg. Ur labour kaset da benn get Yann-Ber Piriou e 1970. Hirroc'h a vo klevet àr labour Anjela Duval, ha klevet e vo barzhoneg Diskar ar c'hleuzioù er gronikenn A-ramp wa'r gomz, kaset get Maëlle Ausias (RKB).
Adkavit ivez ar gronikenn Pesa Mod 'vez lâr't a-ziàr brezhoneg Perroz, get Gireg Konan!
Keleier ar vro & ar bed get Tomaz Laken ar mitin-mañ.