àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur bern abadennoù 'ba sal ar Family 'ba Landerne

Ur bern abadennoù 'ba sal ar Family 'ba Landerne

War greskiñ 'ya an niver a devezhioù da feurmiñ sal ar Family 'ba Landerne: 11% muioc'h a devezhioù 'vit e 2011: da laret eo eo bet implijet sal Landerne 149 devezh warlene. Degas 'ra d'an ti-kêr war dro 55 000 euros. 'Or 'ra berzh ar sal, neuze, gwir 'eo renevezet nevez 'zo ha brav eo da implijout. Da skouer tud an UTL 'vez div wech ar miz 'bar Family 'vit aozañ o frezegennoù: lec'h ma 'zo bern tud. Lieeseurt eo an abadennoù: c'hoariva, dañs, konsertoù ha kement 'zo. Selaouomp neuze Solange Kloareg 'zo kenurzhierezh sevenadurel 'bar Family, just mat.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio