Monet d'ar festnoz evit festiñ fin ar blez.
E meur a lec'h e vo graet festoù-noz henoazh. E Louargat, e Pont ar Veuzenn Kimerc'h, e Sant Thegonneg evit sekour get Amnesty International. Hag e Kaodan, e vo savet get ar gevredigezh Tarzh an Deiz a laboura evit sevenadur Breizh er vro. Bep blez e ta tro dro mil pemp kant a dud eno. Anna Gwegen, perzh en aozadur a lâr deomp hiroc'h.