5 000 a dud e Kemper da zifenn ar c'helenn e brezhoneg #3
Dindan ar glav-pill hag an avel yen 'oa bet bodet tro dro 5 000 a dud disadorn e straedoù Kemper, da zifenn ar c'helenn e brezhoneg. Bodet voen diwar c'halv ar rouedadoù skol e brezhoneg, Diwan, Divyezh ha Divaskell. Kevredigezhoù 'vel Kelennomp, Sonerion, ar Redadeg, pe c'hoazh Kevre Breizh o doa galvet ivez da vanifestiñ 'vit difenn ar c'helenn e brezhoneg 'zo lakaet diaes 'blam d'ar stad, ha da vinisterelezh an Deskadurezh. Stanket vez gant Jean-Michel Blanquer an tabutoù evit an emglev stad-rannvro 'vit pezh a sell eus diorenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg er pemp ploaz a-zeu.
Kalzig a dud 'oa e straedoù Kemper disadorn neuze, ha kalzig a strolladoù politikel, o kemer ar gaoz war al leurenn da zigerriñ ar vanifestadeg. Er fin, goude un eurvezh prezegennoù, setu d'ar vanifestadeg da grog e straedoù Kemper.
Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe