en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 21 a viz Gouel-Mikael 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 21 a viz Gouel-Mikael 2026

Kinniget eo bet an doereioù get Aodren Trehin ar mintin-mañ

Tammigoù douar bihan tout eo Inizi Houat ha Hedig !

9 skolajiad a zo hepken e skolaj Houat a voda krennarded an div enezenn. Peseurt sell o deus àr ar fed bevañ àr un enezenn vihan, peseurt c’hoantoù, diaesamantoù, ha spioù a zo gete? Penaos e wellont an dazont àr o ziariad ? Setu goulennoù zo bet savet dezhe e korf ur studiadenn ‘zo bet kaset etre 2023-2026.

Julien Torchin a zo enklaskour ha kelennour ar geografiezh e skol-veur Roazhon 2. Penaos en deus kaset an enklask-se da benn get e genseurted Solène Godin ha Brieuc Bisson, ha peseurt disoc’hoù zo daet diàr wel ? Respont geton doc'h mikro Aodren Trehin.

An diskouezadeg a zo bet savet diàr ar studiadenn a oa da welet e Houat e-pad an hañv hag e Hedig emañ bremañ betek miz Kalañ-gouianv e mediaoueg ar semafor. Ar studiadenn glok a vo da lenn edan berr er gazetenn Melvan, la revue des deux îles.


Edan statud « takad get un enkadenn sec’hor » emañ departamant Penn-ar-Bed a-c’houde miz Eost.

Un diouver a zour ‘zo kaoz. Mizioù zo ‘neus ket bet glaveier bras ‘ba Breizh ha aet eo neuze live an dour ‘bar stêrioù ha ‘bal lennoù àr zisteraat.

Hervez ar BRGM (Bureau des recherches géologiques et minières) eo ar bras ag al lenneier a zo re izel o live. Setu ar pezh a zegouezha e Kommanna e lec’h m’emañ lenn an Drenneg. Ne chom ket meit un drederenn ag an dour a c’hella bout dalc’het enni. 300 000 a dud d’an nebeutañ a zo liammet d’ar rouedad dour a zo stag da lenn an Drenneg. Ha n’eo ket get ar pennadoù berr get glav a zo bet e miz Gouel-Mikael eo bet cheñchet an traoù él ma tisplega Fulup Plouzane, maer Kommanna.

Fulup Plouzane a oa get Erwan Blanchard.

Da glevet ivez en doereioù:

-Nac'het n'eus proviñs an Alberta aozin ur referedun evit choej bout dizalc'h doc'h ar C'hanada.

-Ouzhpenn an hanter a pennoù bras an RN a zo tamallet dezhe get ar media Bon pote gouennelouriezh pe enep-yuzeviezh.

-Rima Hassan, kannadez euopean skritell LFI geti, a zo dirak ar justis evit meuleudi ar sponterezh enep-yuzev.

-An ONG ICAW a c’houlenna get gourc’hmac’hadoù Bro Frañs diwall doc'h an drougoù gouzañvet get ar chevred.

-Kendalc’hiñ a ra al luskad sokial evit kondisionoù studi al liseidi ha priz ar vuhez.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio