àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Arvest Bro Konomor e Abbati Bon Repos

Arvest Bro Konomor e Abbati Bon Repos

A-c'houde meur a vlez vez lakaet Abbati an diskuizh vad pe Bon Repos àr-wel. Tost pemp àrn-ugent 'zo oa bet savet an arvest Son ha Goueleier èl ma vez lâret. Kresket neus ar skipailhad àr un dro get an abadenn a vlez da vlez. Tro dro d'ar savadur vez kontet istoer ar vro adal termen ar ragistoer betag dispac'h ar bonedoù ruz. Teir abadenn vo c'hoarzh da welet 'benn fin ar sihun (11, 12 ha 13 a viz eost mar karit) e parrez Sant Jelven. Joseph Jestin a zo trezolour ar gevredigezh ///Racines d'Argoat///, a ra àr-dro an arvest neuze hag a zo anvet « Bro Konomor ». Lâret neus da Yaëlle ar Mouel e oa ur bochad tud a-volontez vad.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio