Lizher 44 : skrivet d'an 18.10.1915 (Eil lodenn)
Lec'h : bourch Courtémont.
///Na gasit ket netra din èl bevañs hep ne c'houlennin... Da lâret eo e tebromp hor gwalc'h... Mar em eus goulennet amannenn eo ma rak ne gavan ket kani fresk dre mañ... Razh ho poestadoù a chom em sach. Petra gober gete ?... Ar soudarded n'o deus ket bepred boued ag ar choaz... Ne vennan ket ivez lakaat an traoù a resevan àr an daol, rak ar re a zo genin a zisplij re din... Pakadoù butum aveit ma zad... Arriv eo Guillouzo dre-mañ... Chwi a chello lakaat ar chaosonoù bourret [...] e ti Bayon... Lakait ler edante. Dre mañ e vez skorn bremañ&...Chwi a lakay un aval bennak (re fil) er pakadoù... Me 'gaso ur gartenn deoc'h ('gozik bemdez e kasan unan)...///
Pakadoù ag ar gêr : start eo da Loeiza plegiñ da lezenn he gwaz ; komzoù start ha garv a-berzh ar gwaz ; an den é sevel e vertim : brezel dar brezel ; senefiañs ar boued hag ar pakadoù kaset ag ar gêr : ul liamm a garantez kentoch evit karg kof ; bed is-ofiserion ar 88vet (spered strizh, kaozioù "disonest"...) a zisplij da Loeiz ; en em harpiñ, en em sikour etre ar soudarded : gwirionez ha gevier ; ne vez ket bepred aes en em welet àr an talbenn.