Disadorn e Mahalon 'zo bet lidet Heven gant izili Goursez Breizh.
Disadorn e Mahalon 'zo bet lidet Hevengant izili Goursez Breizh. E penn-kentañ miz Du e krog bloaz nevez ar gelted. Pêr Vari Kerloc'h, bet dilennet 6vet drouiz meur gant ar poellgor e 2008 a zispleg hiroc'h deomp diwar-benn al lid-se. Ur pennad-kaoz gant Katell UGUEN.
Dibaoe nebeut eo en em vodet drouized Breizh evit divizout war o vennozhioù hag o zoare da welout an drouiziegezh er vro. A-du int savet gant reolennoù boutin a vez lakaet e pleustr bremañ, evel kanañ ar Bro Gozh goude kement lid.