Ur prantad brudañ an divyezhegezh abred
Fenoz e Landivizio ha warc'hoazh e Kemper e vo kinniget ur prantad kelaouiñ diwar-benn an divyezhegezh abred. Aozet eo an darvoud gant kuzul-meur Penn ar Bed, kuzul rannvro Breizh hag ar gevredigezh Divskouarn.
Ar bloaz-mañ 'z eus bet skignet levrigoù d'ar gerent nevez e Penn Ar Bed, kement ha brudañ an divyezhegezh abred.
E-kerzh an div emvod a vo kaset fenoz ha warc'hoazh e vo kinniget ur arvestig divyezhek evit ar vugale hag o zud. Goude-se e c'hello neb a gar eskemm gant tud a vicher war dem an divyezhegezh.
///Gregor MAZO///, rener Divskouarn a zispleg deomp hiroc'h diwar-benn an divyezhegezh. Gant ///Lou Millour.///