àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Tro Frañs war varc'h houarn etre Karaez ha kab Frehel.

Tro Frañs war varc'h houarn etre Karaez ha kab Frehel.

Hirie 'oa tro Frañs war varc'h houarn etre Karaez ha kab Frehel. Un tamm hent e Penn ar Bed 'ta hag ul lodenn vat en Aodoù An Arvor. Tud oa 'hed-ha-hed an hent evel e lec'h all. Tennet 'o deus gounid tud « stourm ar brezhoneg » evit en em reiñ da welet adarre, evel o devoa graet gant luganoù «degemer mat e Breizh» ha 44=BZH (pevar ha daou ugent kevatal breizh), 'keit 'oa ar rederien o tegouezhout e Liger atlantel. En dro-mañ eo e Plougonveur 'oa bet livet an hent gant luganoù evit ar brezhoneg. Deus tu ar sport, hirie 'oa ur c'hra live pevar da vont gantañ 'raok bourk Gurunuhel. Eno eo bet ///Tudual Karluer///, digor e vikro gantañ en e zorn.    Gant tud Gurunuhel, deut da sevel o fri, zo lâret deomp petore rederien zo da welet.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio