Marc'had "Minc'hoarz ar Sorserez" en Alre
Minc'hoarzh ar sorserez,
Diàr intrudu an arzourez Fabienne Loisel eh eus savet ur marc'had ispisial hag a zo en termen-mañ en davarn gevredigezhel « Mamm Douar Kafe » en Alre. Betag an 23 ag ar miz-mañ e vo un diswkezadeg hag ur marc'had get artizanted ar vro eno, tro dro da dem an « dreist-ordinal hag ar faltazi ». Kavet e vo bizaou, pezhioù-dilhad, pezhioù-arrebeuri, maen, livadurioù ha c'hoazh. Un digarez da lakaat àr-wel penaos e veze lidet ar goursav-heol get hon hendadoù. Èl ma lâr Greg Evenas, perzh er Mamm Douar Kafe. Eman deus mikro Yaelle ar Mouel