Ar rannvroioù zo e karg eus al liseoù!
Lakaat ‘ra kalzig ar re yaouank eo fall o c’hondissionou labour ‘bal liseoù. Rebechiñ ‘reont d‘ar gouarnamant treùen hep soursial anezho awalc’h. Pezh zo n’eo ket ar Stad C’hall ‘neus da verañ al liseoù ken met ar C’huzulioù rannvro. Unan eus barregezhioù pennañ ar Rannvroioù, abaoe 1983, eo sevel liseoù nevez, kempenn ‘nezho ha paeañ an implijidi nanngelennerien. Klaskomp goût un tammig hiroc’h gant Stéphanie Stoll zo kuzuilierez rannvro Breizh. Emañ gant Erwan Blanchard.
Poltred: Rannvro Breizh