Manif Brest: Tud gour 'oa deuet da skoazell al liseidi ha gwareziñ anezho!
‘Ba Brest eo etre 4000 manifestour, hervez Ouest-France, hag 8000 hervez ar CGT’neunt dibunet war ar straedoù. Liseidi asambles gant studierien, kelennerien, sindikalourien ‘neunt gellet embann o azgoulennoù trankil ‘walc’h. Klevet ‘zo bet luganoù evit ma vo postet muioc’h a arc’hant ‘ban deskadurezh met ivez kalzig a luganoù a-enepfaskour. Chomet eo an aergelc’h seder ‘walc’h a-hed an devezh. Ambrouget eo bet ar vanifestourien gant tud deuet ‘neunt graet war dro ar surentez...‘vel Erika. Selaouomp ‘nezhi, da gentañ, ha warlerc’h ‘po tro da glevout Sophie, zo kelennerez anezhi, ha Maiwenn a zo ur vamm fuloret. Graet eo ar pennadoù gant Erwan Blanchard.